.17 HMR | |
---|---|
Kartouchennoù .17 HMR (a-gleiz) ha .22 Long Rifle (a-zehou) | |
Perzhioù | |
Kalibr | .17 HMR |
Doare korf an douilhez | bourled |
Doare skeiñ | war an dro |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 4,4 mm |
Ø trogleuziñ | 4,3 mm |
Ø kolier | 4,8 mm |
Ø skoaz | 6 mm |
Ø korf an douilhez | 6 mm |
Ø strad | 7,3 mm |
Tevder ar strad | 1,3 mm |
Hirder an douilhez | 26,9 mm |
Hirder ar gartouchenn | 34,3 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 1,1 gram evit ur boled kleuz e benn, 1,645 gram evit ur boled gwisket |
Kargad poultr | 0,355 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 720 - 810 m/s |
Energiezh ar vannadell | 340 - 361 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar c'halibr .17 HMR (Hornady Magnum Rimfire) a zo ur munision skoet war e dro deveret eus an .22 WMR. Ijinet eo bet gant an embregerezh Hornady e 2002.
Gwelloc'h eo, evit chaseal loened bihan, evit kartouchennoù eus familh an .22 LR peogwir en deus ur boled a darzh pa sko ouzh e sibl ; nebeutoc'h a chañsoù zo neuze e yafe kuit pe e vevfe al loen pell goude ar stok. Prim eo (810 m/s e beg ar c'hanol). Dibar eo pa denner da 100 metr pe 200 metr.
Implijet e vez kalz ar c'halibr-mañ e Stadoù-Unanet Amerika evit chaseal al loened gwelet evel noazus. En Europa e ra an dennerien sport muioc'h-mui gantañ. Renket eo er rummad C hervez lezenn e Frañs. Evel an holl gartouchennoù skoet war o zro eo difennet er vro-se evit chaseal al loened karnek (kirvi, yourc'hed, moc'h-gouez da skouer) abalamour d'e nerzh re izel.