.30-30 Winchester

.30-30 Winchester
Skeudenn ar pennad 30-30.jpg

A gleiz da zehou : kartouchennoù .223 Remington - .30-30 Winchester - .308 Winchester
Doare
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Kalibr .308 / 7,62 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 7,8 mm
Ø trogleuziñ 7,6 mm
Ø kolier 8,4 mm
Ø skoaz 10,2 mm
Ø korf an douilhez 10,7 mm
Ø strad 12,9 mm
Tevder ar strad 1,6 mm
Hirder an douilhez 51,8 mm
Hirder ar gartouchenn 64,8 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7 - 11 g
Tizh o vont e-maez V0 679 - 818 m/s
Energiezh ar vannadell 2.390 - 2.615 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar munision .30-30 Winchester, anvet a-wechoù .30 Winchester Center Fire pe .30 WCF zo ur gartouchenn skoet en he c'hreiz ijinet e 1895 gant John Moses Browning evit Winchester. Dont a ra hec'h anv eus he c'halibr (0,30 meutad) ha deus he c'hargad poultr (30 greunenn, da lavaret eo 1,95 g). Ar gartouchenn chase kentañ enni poultr hep moged e oa. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz evit chaseourien ha tennerien sport e Norzhamerika hag en Europa.

Implijet e voe a-wechoù en armeoù : gant ar marc'hegerezh gall er fuzuilh Winchester 1894[1], gant ar British Navy er Brezel-bed Kentañ pe gant strolladoù all evel gwarded-aod Stadoù-Unanet Amerika[2].

Boled an .30-30 zo ront e benn. Ijinet e oa bet evit ar fuzuilh Winchester 1894, a zo ul loc'henn-grogenn ganti : gant ar stumm ront zo nebeutoc'h a riskloù e lakfe ar boled da darzhañ emors ar gartouchenn a zo dirazañ e karger korzennek an arm.

Boledoù ar c'halibr-mañ zo gwisket ha/pe emledus, dre m'int bet soñjet evit ar chase.

Un nebeud armoù kambret e .30-30

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Winchester 1894
  • Marlin 336
  • Savage 340
  • Thompson Contender
  • Mossberg 464
  • Rossi Rio Grande
  1. (fr) La Winchester 1894 dans l'armée française, war lec'hienn an UFA, 10/12/2019
  2. (fr) La .30-30 Winchester, war Le blog du tireur de précision, 13/05/2019
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan