.38-40 Winchester | |
---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .40 S&W, .38-40 Winchester, .44 Special ha .45 ACP | |
Doare | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Mare implij | Abaoe 1874 |
Mare produiñ | 1874 - 1937 ; abaoe 1993 |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 10,17 mm |
Ø trogleuziñ | 10,01 mm |
Ø kolier | 10,58 mm |
Ø skoaz | 11,54 mm |
Ø korf an douilhez | 11,93 mm |
Ø strad | 13,3 mm |
Tevder ar strad | 1,7 mm |
Hirder an douilhez | 33,1 mm |
Hirder ar gartouchenn | 40 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 12 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 350 m/s |
Energiezh ar vannadell | 729 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An .38-40 Winchester, anvet ivez .38-40 WCF (evit Winchester Center Fire) pe 10,17 × 33 mm R (e anv metrek) zo ur munision armoù-tan hiniennel krouet e 1874 gant an embregerezh stadunanat Winchester, ha gwerzhet evit ar wech kentañ evit adstumm ar garabinenn Model 1873 kambret evitañ[1]. Deveret eo eus ar gartouchenn .44-40 Winchester pa oa Winchester o klask kinnig ur gartouchenn gant nebeutoc'h a argil. Savet e oa bet evit ar fuzuilhoù da gentañ. Paouezet e oa bet e broduiñ er bloavezhioù 1930, met distroet eo a-drugarez d'ar c'henstrivadegoù Cowboy Action Shooting krouet e deroù ar bloavezhioù 1980 er Stadoù-Unanet.
E-touez an armoù brudetañ bet kambret e .38-40 Winchester e kaver ar Colt Single Action Army pe ar Smith & Wesson Model 3[1].