.44 Henry | |
---|---|
Kartouchennoù .44 Henry | |
Perzhioù | |
Kalibr | .44 |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Mare produiñ | 1860 - bloavezhioù 1930 |
Doare korf an douilhez | bourled |
Doare skeiñ | war he zro |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 11,3 mm |
Ø kolier | 11 mm |
Ø korf an douilhez | 11,2 mm |
Ø strad | 13,2 mm |
Tevder ar strad | 1,6 mm |
Hirder an douilhez | 22,9 mm |
Hirder ar gartouchenn | 34,2 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 13 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 343 m/s |
Energiezh ar vannadell | 770 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar .44 Henry a oa ur munision armoù-tan hiniennel ijinet e 1860 evit ar fuzuilhoù Henry. Poultr du a oa en e zouilhez laton pe kouevr. Implijout a rae ur boled Minié.
Implijet e voe ar munision da vare Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika etre 1861 ha 1865 dreist-holl, hag en un nebeud brezelioù all e fin ar c'hantved evel er brezel etre Frañs ha Prusia e 1870 ha 1871. Un nebeud armoù all a voe kambret evitañ en XIXvet kantved, en o zouez ar revolverioù Smith & Wesson No. 3 pe Colt Single Action Army. Abalamour d'o mod-skeiñ war o zro diamzeriet evit kalibroù ken bras e voe paouezet da broduiñ ar munisionoù .44 Henry er bloavezhioù 1930.