.44 Magnum | |
---|---|
![]() Div gartouchenn .44 Magnum | |
Doare | |
Kalibr | .44 |
Doare korf an douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | ![]() |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 10,9 mm |
Ø trogleuziñ | 10,6 mm |
Ø kolier | 11,6 mm |
Ø korf an douilhez | 11,6 mm |
Ø strad | 13,1 mm |
Tevder ar strad | 13,1 mm |
Hirder an douilhez | 32,6 mm |
Hirder ar gartouchenn | 41 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 16 - 22 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 360 - 470 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 2 500 bar |
Energiezh ar vannadell | 1 005 - 2 078 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An .44 Magnum anvet ivez .44 Remington Magnum pe 10,9 × 33 mm R zo un doare kartouchenn c'halloudus savet evit ar revolverioù hag implijet ivez er fuzuilhoù hag er c'harabinennoù.
Deveret eo bet eus an .44 Special er bloavezhioù 1950 gant ar skrivagner stadunanat Elmer Keith. Hemañ a zeuas a-benn da gendrec'hiñ an embregrezhioù Smith & Wesson ha Remington da broduiñ ar munisionoù-mañ hag an armoù kambret evite. An hini kentañ anezhe e voe ar revolver Smith & Wesson Model 29. Berzh a reas an .44 Magnum war ar marc'had, dreist-holl pa voe brudet etre daouarn Clint Eastwood er film Dirty Harry (1971). E-pad pell e chomas ar gartouchenn armoù-dorn galloudusañ er bed.