.45 Auto Rim | |
---|---|
Kartouchennoù .45 Auto Rim (a-gleiz) ha .45 ACP (a-zehou) hag o stradoù | |
Perzhioù | |
Doare korf an douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Produer orin | Peters Cartridge Company |
Bloavezh krouidigezh | 1920 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 11,5 mm |
Ø kolier | 11,90 mm |
Ø korf an douilhez | 11,96 mm |
Ø strad | 13,09 mm |
Tevder ar strad | 2,1 mm |
Hirder an douilhez | 22,87 mm |
Hirder ar gartouchenn | 32,12 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 10 - 15 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 230 - 320 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 1.200 bar |
Energiezh ar vannadell | 358 - 531 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar .45 Auto Rim (anv metrek : 11,43 × 23 mm R) zo ur munision armoù-dorn deveret eus ar c'halibr .45 ACP e 1920[1].
Ne veze ket produet a-walc'h a Colt M1911, pistolenn standart an U.S. Army, pa grogas ar Stadoù-Unanet gant ar Brezel-bed Kentañ e 1917. Divizet e voe neuze lakaat produiñ daou revolver heñvel a-walc'h an eil ouzh eben, anvet M1917, ha produet gant an embregerezhioù Colt ha Smith & Wesson. Evit aesaat pourveziañ ar soudarded war an talbenn e fellas d'an arme e vije kambret ar revolver-mañ e .45 ACP, evel ar bistolenn standart, met ne oa bourled ebet d'ar c'hartouchennoù-mañ, ha ranket e voe sevel ur c'hlip hanterloar evit gellet kargañ anezhe en daboulin[2].
E 1920 e ijinas an embregerezh stadunanat Peters Cartridge Company ar gartouchenn .45 Auto Rim, a oa mui-pe-vui ur .45 ACP dezhi ur bourled. Anvet e voe .45 Auto Rim. Un tamm primoc'h eo he boled evit hini ar .45 ACP[2]. Daoust d'an M1917 bezañ poblek er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1920 ha 1930, ne reas ket berzh ar .45 Auto Rim abalamour e oa aezet kavout klipoù hanterloar azasaet evit ar .45 ACP. En XXvet kantved e voe kinniget un nebeut revolverioù all kambret e .45. Hiziv-an-deiz e vez c'hoazh produet douilhezioù .45 Auto Rim gant Remington Ammunition[3], ha puilh eo an niver a voledoù .45 gwerzhet war ar marc'had, setu eo aes adkargañ e-unan kartouchennoù .45 Auto Rim[4]. Un dornad embregerezhioù er bed evel Corbon a brodu kartouchennoù klok.