10 mm Auto | |
---|---|
Ur gartouchenn 10 mm Auto | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Sveden |
Bloavezh krouidigezh | 1983 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 10,16 mm |
Ø kolier | 10,74 mm |
Ø korf an douilhez | 10,80 mm |
Ø strad | 10,80 mm |
Tevder ar strad | 1,40 mm |
Hirder an douilhez | 25,20 mm |
Hirder ar gartouchenn | 32 mm |
Pouez ha perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 10 - 12 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 390 - 460 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 2.300 bar |
Energiezh ar vannadell | 880 - 1.051 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An 10 mm Auto, anvet ivez 10 mm Automatic pe 10 × 25 mm (e anv metrek), zo ur munision armoù-dorn ijinet e 1983 gant an embregerezh svedat Norma, gantañ ar soñj kinnig ur gartouchenn galloudusoc'h evit an 9 mm Parabellum hag a c'hallje mont er bistolenn Bren Ten. Colt a ginnigas e 1987 an Delta Elite, ur bistolenn diazezet war ar Colt M1911 ha kambret e 10 mm Auto. Amprouet e voe ar c'halibr gant an FBI e dibenn ar bloavezhioù 1980, met ne voe ket dibabet gant an ajañs[1].
Un nebeud armoù-dorn kambret e 10 mm Auto a vez produet pe ijinet c'hoazh, daoust d'ar c'halibr-mañ bezañ kalz nebeutoc'h poblek evit an 9 mm Parabellum pe ar .45 ACP da skouer. Ar c'halibroù .357 SIG pe .40 S&W zo deveret anezhañ.