2 Tone (pe Two Tone) a dalvez daou don, pe daou liv, a zo un ti-embann pladennoù breizhveuriat bet krouet e 1979 gant Jerry Dammers. E-touez ar strolladoù sonerien a lakaas embann o fladennoù gant 2 Tone e voe The Specials, Madness, The Beat, The Selecter ha Bad Manners.
Meur a zoare a zo da gompren anv an ti-embann. Logo an ti-embann a zo anezhañ un damer pe ur vandenn enni karrezioù gwenn ha du. Sed aze diazezoù mennozhioù krouerien an ti-embann : tud du ha re wenn asambles. Luganioù evel «Music against racism» (ar sonerezh a-enep d'ar ouennelouriezh) a zo arouezius ivez.
Un dave eo ivez da lusk ar sonerezh ska (lusk-troc'h), rak ul lodenn eus ar sonerezh ska eo ar sonerezh two-tone.
An dro-lavar « two-Tone » a c'haller implijout neuze a-benn envel ar banniel karrezioù gwenn ha du, ar prantad 1979 - 1981 a-fet sonerezh, pe c'hoazh strolladoù sonerezh ska ar mare-se (da skouer : Madness).
Walt Jabsco eo anv arouez an ti-embann. An tres anezhañ a zo diazezet war ur poltred kozh eus Peter Tosh, war golo Studio One, ur bladenn bet embannet gant Wailing Wailers e 1964.
Holl strolladoù an ti-embann a zivizas en em wiskañ en un doare arouezius, ha distreiñ a rejont da ziazezoù al luskad skinhead : chupennoù du ha rochedoù gwenn, togoù pork pie, kinklet alies gant gant tresa an damer, dilhad Fred Perry. Deuet eo an damer two-tone da vezañ unan eus arouezioù ar sonerezh ska. Diazezet eo war tres ar banniel gwenn ha du karrezennet a voe implijet gant ar Mods pa aozent redadegoù skouterioù, hag implijet goude-se gant ar rude boys koulz hag ar skinheaded.