500 Miles, anavezet ivez evel 500 Miles Away from Home pe Railroaders' Lament, zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar ganerez stadunanatHedy West, ha brudet er bloavezhioù 1960. Kaoz zo enni eus un den pell bras diouzh ar gêr, diarc'hant, ha re vezhek evit distreiñ.
Savet eo bet gant ar ganerez Hedy West (1938-2005)[1].
Awenet e vefe bet gant kanaouennoù koshoc'h, klevet digant he mamm-gozh, ha diazezet eo "500 Miles" a-hervez war tonioù biolin (fiddle) anvet "Reuben's Train" ha "Train 45".
Un tamm mat eus ar c'homzoù a adkaver er ganaouenn "I Was Young When I Left Home" gant Bob Dylan.
E 1989 eo bet kanet gant The Hooters o devoa astennet ar ganaouenn dediet da vanifesterien Tiananmen pa ganent "A hundred tanks along the square, one man stands and stops them there. Some day soon, the tide will turn, and I'll be free."