6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer | |
---|---|
![]() Ur gartouchenn 6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer | |
Doare | |
Doare douilhez | Kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | ![]() |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 6,70 mm |
Ø trogleuziñ | 6,50 mm |
Ø kolier | 7,56 mm |
Ø skoaz | 10,87 mm |
Ø korf an douilhez | 11,47 mm |
Ø strad | 11,52 mm |
Hirder an douilhez | 57,20 mm |
Hirder ar gartouchenn | 77,80 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 9-10 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 730 - 850 m/s |
Energiezh ar vannadell | 2.640 - 3.183 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer zo ur gartouchenn armoù-skoaz ijinet e 1899 gant Ferdinand Mannlicher, a laboure en embregerezh aostrian Steyr[1]. Choazet e voe gant Gres e 1903 evit hec'h arme, asambles gant ar fuzuilh Mannlicher-Schönauer M1903. Un nebeud armoù all e servij en arme gresian a oa kambret er c'halibr-mañ, evel ar fuzuilh-vindrailher Hotchkiss M1926 pe ar vindrailherez Schwarzlose[2]. Implijet e voe ar munision-mañ enne betek dibenn ar bloavezhioù 1940 ha fin ar brezel diabarzh er vro.
Berzh a reas ivez ar gartouchenn er bed sivil e hanterenn gentañ an XXvet kantved, abalamour ma oa priziet ar fuzuilhoù Mannlicher-Schönauer gant ar chaseourien d'ar mare-se. An ergerzhourien Roy Chapman Andrews ha Vilhjalmur Stefansson, pe an naturour Charles Sheldon a rae ganti[3]. Hiziv-an-deiz e vez graet munisionoù 6,5 × 54 mm gant adkargerien pe gant un dornad embregerezhioù evel Prvi Partizan.