6,5 × 50 mm Arisaka

6,5 × 50 mm Arisaka
Skeudenn ar pennad 6,5 × 50 mm Arisaka

A gleiz da zehou : kartouchennoù .303 British, 6,5 × 50 mm Arisaka ha .30-06 Springfield

Doare
Doare korf an douilhez damvourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Japan
Muzulioù
Ø bannadell 6,33 mm
Ø trogleuziñ 6,33 mm
Ø kolier 7,37 mm
Ø skoaz 10,40 mm
Ø korf an douilhez 11,45 mm
Ø strad 12,08 mm
Tevder ar strad 1,14 mm
Hirder an douilhez 51 mm
Hirder ar gartouchenn 76 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 9 g
Tizh mont e-maez V0 770 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2 950 bar
Energiezh ar vannadell 2 666 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 6,5 × 50 mm Arisaka, anvet ivez 6,5 × 50 mm SR Arisaka pe 6,5 × 51 R (Arisaka) gant ar C.I.P. a oa ar munision standart implijet e fuzuilhoù ha mindrailherezioù an arme japanat eus 1897 betek fin an Eil Brezel-bed.

Ront e oa boledoù ar 6,5 × 50 mm Arisaka pa voe degemeret ar c'halibr gant an arme japanat adalek 1897. Kemer a rae plas ar munisionoù 8 × 52 mm Murata. Hervez an anv ofisiel e japaneg e veze graet Stumm 30 eus ar munision nevez abalamour dezhañ bezañ bet degemeret da vare 30vet bloavezh ar mare Meiji. E 1907 e voe kemmet ar gartouchenn ha lakaet he boled da vezañ begek (Spitzer) evit gwellaat he ferzhioù bannouriezh. Anvet e voe Type 38 ar munision kemmet. Implijet e veze er fuzuilhoù Arisaka Stumm 38 dreist-holl.

Gwanoc'h e oa ar munision koulskoude evit ar re broduet er memes poent e broioù all (.303 British er Rouantelezh-Unanet pe .30-06 Springfield e Stadoù-Unanet Amerika) ha dilezet e voe en ur mod ofisiel e fin ar bloavezhioù 1930 pa voe dibabet ar fuzuilhoù Stumm 99 hag o munisionoù 7,7 × 58 mm gant an arme. Evit gwir e voe implijet betek 1945 ar fuzuilhoù Arisaka Stumm 38 hag o munisionoù gant lu an Impalaeriezh. Sinaiz a implijas stokoù 6,5 × 50 mm ivez tapet da vare ar brezel a-enep Japan.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan