7 × 64 mm | |
---|---|
A-gleiz da zehou : kartouchennoù 7 × 64 mm, 7,92 × 57 mm Mauser, .243 Winchester ha .222 Remington | |
Doare | |
Doare douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e kreiz |
Bro orin | Impalaeriezh Alaman |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,25 mm |
Ø kolier | 7,95 mm |
Ø skoaz | 10,80 mm |
Ø korf an douilhez | 11,85 mm |
Ø strad | 11,95 mm |
Tevder ar strad | 1,30 mm |
Hirder an douilhez | 64 mm |
Hirder ar gartouchenn | 84 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 9,1 - 11,3 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 820 - 914 m/s |
Energiezh ar vannadell | 2.810 - 4.209 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 7 × 64 mm, anvet ivez 7 × 64 mm Brenneke hervez anv e ijiner Wilhelm Brenneke, zo ur munision evit an armoù-skoaz ijinet e 1917 en Impalaeriezh Alaman. Deveret eo eus an 8 × 57 is.
Poblek eo ar gartouchenn-mañ e broioù kreiz ha reter Europa evit chaseal loened evel ar yourc'hed, ar chamoezed, ar moc'h-gouez pe ar c'hirvi. Abalamour d'he muzulioù e c'hall bezañ implijet er armoù kambret e 7,92 × 57 mm Mauser evel ar Gewehr 98 pe ar Karabiner 98k, a veze kavet stank goude an Eil Brezel-bed abalamour e oa bet produet milionoù a skouerennoù anezho evit an arme alaman e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Implijet e vez stank gant ar chaseourien e Frañs ivez, dre m'eo galloudus a-walc'h evit lazhañ forzh peseurt loen a gaver eno[1].