8 × 58 mm R | |
---|---|
![]() Ur gartouchenn 8 × 58 mm R stumm 1889 | |
Doare | |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | ![]() |
Bloavezh krouidigezh | 1888 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 8,20 mm |
Ø trogleuziñ | 7,89 mm |
Ø kolier | 8,98 mm |
Ø skoaz | 11,95 mm |
Ø korf an douilhez | 12,75 mm |
Ø strad | 14,65 mm |
Tevder ar strad | 1,80 mm |
Hirder an douilhez | 58 mm |
Hirder ar gartouchenn | 78 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 15 g (boled ront, stumm 1889) 13 g (boled begek, stumm 1908) |
Tizh o vont e-maez V0 | 750 - 770 m/s |
Energiezh ar vannadell | 3.777 - 4.318 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An 8 × 58 mm R, anvet ivez 8×58mmR Danish Krag er broioù saoznek, zo ur gartouchenn implijet adalek 1889 er fuzuilhoù Krag-Jørgensen danat. Poultr divoged zo enni. He stumm kentañ a oa dezhañ ur boled ront, hag e 1908 e voe cheñchet evit boledoù begek spitzer[1].
Graet e voe ganti e-pad ur prantadig berr gant armeoù Norvegia ha Sveden, en o fuzuilhoù Remington M1867/89, met Danmark eo a reas ar brasañ implij anezhi. Fuzuilhoù danat Remington M1867/93, Madsen-Rasmussen M1896 ha fuzuilhoù-mindrailher Madsen a voe kambret eviti[2]. Produet e voe evit ar marc'had sivil gant embregerezhioù evel Norma pe RWS betek ar bloavezhioù 1950. Poblek e oa e broioù norzh Europa evit chaseal loened bras evel ar c'hirvi[1].