8 × 50 mm Mannlicher

Arabat eo droukveskañ gant 8 mm Lebel.
8 × 50 mm Mannlicher
Skeudenn ar pennad 8 × 50 mm Mannlicher

Ur gartouchenn 8 × 50 mm Mannlicher
Doare
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Muzulioù
Ø bannadell 8,22 mm
Ø trogleuziñ 7,95 mm
Ø kolier 9,03 mm
Ø skoaz 12,01 mm
Ø korf an douilhez 12,48 mm
Ø strad 14,11 mm
Tevder ar strad 1,38 mm
Hirder an douilhez 50,38 mm
Hirder ar gartouchenn 76,21 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 16 g
Tizh o vont e-maez V0 594 - 620 m/s
Energiezh ar vannadell 2.793 - 3.042 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An 8 × 50 mm Mannlicher, anvet ivez 8 mm Steyr, 8 mm Mannlicher pe 8 × 50 R gant ar C.I.P[1], zo ur gartouchenn armoù-skoaz lakaet e servij adalek 1888 e arme Aostria-Hungaria evit ar fuzuilh Mannlicher M1888. Poultr du a oa enni da gentañ (stumm M88), met poultr divoged a voe implijet adalek 1890 (stumm M90)[2]. He boled a zo ront ha gwisket. Implijet e voe ivez er fuzuilhoù Mannlicher M1895, hag er mindrailherezioù Maxim, Skoda ha Schwarzlose 7/12[3]. Paouez a reas da vezañ implijet tamm-ha-tamm goude ar Brezel-bed Kentañ, ha ne voe ket ijinet armoù nevez kambret e 8 mm Mannlicher goude 1930[2]. Servijout a reas un tammig da vare Brezel Spagn war an talbenn norzh dreist-holl[4]. Hiziv-an-deiz eo ur munision diwar-lerc'h ha diaes da gavout. Produet e vez c'hoazh a-nebeudoù gant adkargerien pe embregerezhioù evel Prvi Partizan.

  1. (fr) Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP (lennet d'an 30/01/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) POPENKER Maxim, 8x50R Steyr, Modern Firearms (lennet d'an 30/10/2024)
  3. (fr) 8 mm Mannlicher war Arme et Passion (lennet d'an 30/10/2024)
  4. (es) 8 x 50 R Austrian Mannlicher Mod 88 – Mod 88/93 – Mod 93, Municion.org (lennet d'an 30/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan