Iskevrennad eus | tank |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1916 |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Bro orin | Impalaeriezh alaman |
Oberataer | Imperial German Army |
Treset gant | Joseph Vollmer |
Lakaet er servij | 21 Meu 1918 |
Ar Sturmpanzerwagen A7V a oa un tank ponner krouet hag implijet gant Impalaeriezh Alamagn e 1918 e fin ar C'hentañ Brezel-bed. Kant diaz eus an tank-se a oa bet urzhiet e penn kentañ ar bloavezh 1917, dek da vezañ peurechuet evel karbed stourm gant an hobregon, hag ar re all da vezañ implijet evel karbedoù dezougen Überlandwagen. An niver da vezañ karbedoù stourm a oa bet uhelaet da ugent nebeut amzer war-lec'h. Kroget e oa da implij anezho er stourm e miz Meurzh hag Here 1918. An tankoù nemeto e oant bet o vezañ savet gant Alamagn e-kerzh ar Brezel-bed kentañ hag implijet en emgann, bez e oant bet ivez ar c'hentañ tankoù alaman implijus. Savet e oant bet evel respont d'an tankoù saoz. An A7V zo gwelet evel un tank savet gwelloc'h eget ar re saoz, met re nebeut anezho a oa bet savet a-benn ar fin rak ker ha diaes e oant da broduiñ.