Titl | A Plague Tale: Innocence |
---|---|
Heuliad | A Plague Tale |
Tachenn | c'hoari video gwezh-avantur, c'hoari video ensiladur |
Ti-embann | Focus Entertainment |
Bro orin | Frañs |
Yezh an oberenn pe an anv | liesyezhek |
Deiziad embann | 14 Mae 2019, 6 Gou 2021 |
Sonaozer | Olivier Derivière |
Mare an oberenn | Brezel Kant Vloaz |
Lec'h an istor | Frañs, Akitania |
Notenn ar varnouriezh | 81/100, 81%, 80/100 |
Diorroer | Asobo Studio |
Lusker grafik | Zouna |
Doare c'hoari | c'hoari e-unan |
Trobarzhell dont tre | touchennaoueg, logodenn, dornell c'hoari |
Diaz embann | pladenn Blu-ray, embannadur niverel |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
Renkadur PEGI | PEGI 18 |
Renkadur USK | USK 16 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.focus-entmt.com/en-us/games/a-plague-tale-innocence |
Aotre-implijout | proprietary license |
Statud ar gwirioù-oberour | copyrighted |
Announcement date | Genver 2017 |
A Plague Tale: Innocence ("Un istor bosenn : diantegezh") zo ur c'hoari video gwezh-avantur hag ensiladur sevenet gant Asobo Studio hag embannet gant Focus Home Interactive. Ar c'hoari a zo bet embannet war ar savennoù PlayStation 4, Windows, hag Xbox One e miz Mae 2019. Lakaet eo bet da vezañ implijus war ar servij cloud gaming Amazon Luna e miz Du 2020. An doareoù PlayStation 5 hag Xbox Series X/S eus ar c'hoari a zo bet embannet e miz Gouhere 2021, gant un doare cloud all met evit an Nintendo Switch.
An istor a c'hoarvez er XIVvet kantved en Akitania, e Bro-C'hall, e-kerzh Brezel ar C'hant vloaz. Heuliañ a reer Amicia de Rune hag he breur yaouankañ Hugo, a zo klañv,p'emaint o tec'hout rak soudarded an Ofis santel ha rak strolladoù razhed niverus a zo o ledañ ar vosenn zu.
Ar c'hoarier a ren Amicia dre implij an ensiladur hag un nebeud ostilhoù evit kuzhat, diduellañ pe badaouiñ soudarded enebour, tec'hout rak ar razhed, ha diskoulmañ miltammoù, ar pezh a zegas d'ar c'hoari ul lodenn eus ar rummad c'hoarioù video dreistbevañ spont.
A Plague Tale: Innocence a zo bet degemeret mat gant burutellerien ha gwerzhet ez eus bet ur milion a skouerennoù e miz Gouhere 2020. Ur c'hoari a-c'houde a zo bet savet, anvet A Plague Tale: Requiem, hag a zo bet embannet e 2022.