Unan eus tri c'hantrev Ynys Môn, e Kembre ar Grennamzer, e oa Aberffraw. E Rouantelezh Gwynedd e oa an enez en he fezh. An hini pouezusañ eus an tri c'hantrev e oa Aberffraw, gant lez pennañ priñsed Gwynedd e kêr Aberffraw.
Rannet e oa etre daou gombod: Llifon en hanternoz, ha Malltraeth er c'hreisteiz. Stok e oa ouzh Cemais er biz hag ouzh kantrev Rhosyr er mervent, gant ar mor er gornaoueg.