Aberogwr

Gwel eus Aberogwr

Aberogwr (Ogmore-by-Sea hervez ar saozneg) zo ur gêriadenn en arvor Bro Morgannwg, e kreisteiz Kembre, ur 5 km bennak er c'hreisteiz da gêr Pen-y-bont ar Ogwr, tost da aber ar stêr Ogwr, war aod Mor Havren.

Roc'hellek eo an aod ha dont a ra kraperien da embreger a-wechoù. Fosiloù a gaver er reier a-hervez.

Eus an aod e weler Craig y Sger hag aod Devon ha Somerset en tu all da Vor Havren, pa vez amzer vrav. En tu all d'an aber e weler erinoù Merthyr Mawr.