Abertzaleen Batasuna

Abertzaleen Batasuna
strollad politikel
Deiziad krouiñ1988 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Ezel eusEmglev Libr Europa Kemmañ
Ideologiezh politikelAbertzale left Kemmañ
Sez sokialBaiona Kemmañ
SRGB color hex triplet800020 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.abertzaleen-batasuna.over-blog.com Kemmañ

Abertzaleen Batasuna zo ur strollad politikel broadelour eus hanternoz Euskadi pe Iparralde. Klask a ra gounit ar frankiz evit Euskal Herria en he fezh (proviñsoù an hanternoz ha re ar c'hreisteiz, zo rannet hiziv an deiz etre Frañs ha Spagn), en Europa a vije diazezet war ar pobloù ha n'eo ket war ar stadoù evel m'emañ bremañ.

Abertzaleen Batasuna eo ar strollad broadelour pouezusañ en hanternoz Euskadi, e-keñver niver an izili hag an dilennidi. E-touez an tachennoù stourm pleustret gant ar strollad e kaver ar stourm evit gounit ur framm melestradurel evit hanternoz Euskadi, dre savidigezh un departamant distag diouzh ar peurrest eus ar Pireneoù-Atlantel.

Ur strollad eus an tu-kleiz eo ha deuet eo a-benn da gaout dilennidi e meur a di-kêr eus ar vro, war e anv pe a-wechoù dre emglev gant strolladoù politikel all : bremañ (e 2008) ez eus ur pemzek maer bennak hag ur c’huzulier kanton gantañ.

Un drederenn eus izili ar strollad a oa aet kuit e 2001 evit mont da sevel ur skourr eus Batasuna en hanternoz ar vro.

Evit an dilennadeg kannaded e Frañs, e miz Mezheven 2007, e oa bet AB oc'h ober emglev gant daou strollad euskarat all (Eusko Alkartasuna ha Batasuna), evit sevel un talbenn anvet "Euskal Herria Bai" (Ya da Euskal Herria), ha disoc’hoù mat a-walc'h a oa bet gant an danvez-kannaded kinniget ganto, war-dro 9% eus ar mouezhioù well-wazh.

Evit dilenn kuzulierien ganton e miz Meurzh 2008 e oa bet adskoulmet an emglev Euskal Herria Bai gant an tri strollad-se ha kinniget o doa tud e pep kanton. Daoust d'an disoc'hoù mat a-walc'h (15% eus ar mouezhioù), n'eus bet dilennet hini ebet anezho ha Jean-Michel Galand, a oa bet dilennet e 2001 en deus kollet e sez. Alain Iriart, eus AB ha maer e kumun Hiriburu, zo bet dilennet kuzulier kanton, met hep na vije war ar renk en anv e strollad.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]