An Ac'heron (Αχέρων / Akhérôn e gregach), pe Akeron[1], zo war un dro ur stêr eus Epiros en Hellaz, hag unan eus stêrioù an Ifernioù hervez mojennoù Hellaz kozh.
Emañ ar stêr o redek en Epiros, e gwalarn Hellaz, damdost da gêr Parga, hag er vro a zo dirak enez Korfou. En em deurel a ra el lenn Acherusia. Div adstêr zo d'an Ac'heron-se: ar Piriflegetontes hag ar stêr Kokitos.
Mab eo da Helios, an Heol, ha Gaia, an Douar. Dimezet eo d'an nimfenn Orfne, ha tad eo da Askalafos. Taolet e voe gant Zeus en Ifernioù dre an abeg ma en doa roet e zour d'evañ d'an Ditaned emsavet enep an doueed.
C'haron eo anv an treizher a vez gant e vag o roeñvat war an Ac'heron etre ar melloù kerreg ruilhet-diruilhet gant an doue-stêr.