Adolf Fredrik (1710 Gottorp - 1771 Stockholm) a oa roue Sveden war-lerc'h Fredrik Iañ Sveden, eus 1751 betek e varv e 1771.
Mab e oa da Christian August von Holstein-Gottorp, priñs Eutin ha prins-eskob Lubeck, ha da Albertina Frederica von Baden-Durlach.
Priñs-eskob Lübeck e voe eus 1727 betek 1750, ha roue Sveden adalek 1751. Tra ma renas e voe bihan e c'halloud, rak gant ar Breujoù e veze gouarnet ar vro. Merañ a reas dugelezh Holstein-Gottorp e-pad bugaleaj e niz Charles-Pierre-Ulrich d'Holstein-Gottorp (a vo an tsar Pêr III Rusia) pa voe dibabet da roue gant Stadoù Sveden, broudet gant Rusia, adalek 1743.
Troet e oa gant oberiañ boestoù butun-fri.
En 1744 e timezas da Lovisa Ulrika (1720-1782), ur briñsez eus Prusia, merc'h da Frederig Gwilherm Iañ Brandenburg c'hoar da Frederig II Prusia.
Pemp bugel en doe Adolf Fredrik digant e wreg Lovisa Ulrika:
Ur serc'h en doe da vihanañ, Ulrica Elisabeth von Liewen. Ur bugel o doe: Lolotte Forssberg (1766–1840),
Mervel a reas diwar ur regofad d'an 12 a viz C'hwevrer 1771 e palez Stockholm.