Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh roman ar Reter |
Anv e yezh-vamm an den | Εὐδοκία, Άθηναἷς |
Anv ganedigezh | Athenais, Athenaïs |
Anv-bihan | Aelia |
Titl noblañs | priñsez, Impalaer |
Deiziad ganedigezh | 400s |
Lec'h ganedigezh | Aten |
Deiziad ar marv | 21 Her 460, 20 Her 460 |
Lec'h ar marv | Jeruzalem |
Tad | Leontius |
Breur pe c'hoar | Valerius, Gessius |
Pried | Theodosius II |
Bugel | Licinia Eudoxia |
Familh | Tierniezh Teodosius |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg |
Micher | barzh, skrivagner, penndiern |
Karg | impalaer bizantat |
Lec'h labour | Impalaeriezh roman ar Reter |
Relijion | Christian |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | August 13 |
Oberenn heverk | Epic on the Persian war |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Aelia Eudocia (pe Eudokia, pe Eudoxia), pe Atenais hervez he gwir anv (war-dro 401-460), a oa impalaerez vizantat er Vvet kantved hag ur varzhez. Gwreg Theodosius II, impalaer ar reter, e oa.
Ganet e oa en Aten. Merc'h e oa d'ar sofour Leontius, ur pagan anezhañ, ha desket e voe ar verc'hig war al lennegezh hag ar retorik. Hervez a zo bet kontet, gant Malalas ha re all, e oa bet skrapet he feadra gant he breudeur mac'h eas da glemm d'al lez da Gergustentin. Sachet ganti evezh Pulcheria, c'hoar an impalaer Theodosius II, ha hi ober anezhi unan eus dimezelled al lez ha lakaat anezhi da briediñ d'he breur.
Badezete voe, distaolet ganti hec'h anv pagan, evit bezañ Aelia Licinia Eudocia, ha dimeziñ d'an impalaer d'ar 7 a viz Mezheven, 421. Daou vloaz goude, ganet he merc'h Licinia Eudoxia, e voe roet dezhi an titl a augusta. Ne viras ket droug ouzh he breudeur peogwir e reas ur c'honsul eus ar Valerius, a savas da vout gouarnour Trakia, hag ur prefed eus ar Gesius.
Istorourien eus an amzer a veneg kalz eus ar munudoù -se, nemet ger ne lavaront eus perzh Pulcheria en eured he breur. El lez e klaskas implij he levezon evit gwarezién koulz paganed evel yuzevien.
Er bloavezhioù 438-439 e reas ur veaj-pirc'hirinañ da Jeruzalem ha distreiñ a reas gant relegoù prizius.
E-pad he chomadenn en Antioch e komzas dirak sened kêr, hervez ar c'hiz c'hresian, hag e roas arc'hant da gempenn ar savadurioù.
Argaset e oa bet gant Theodosius II, war dro 433, abalamour da warizi he c'hoaer-gaer Pulcheria, Aelia Eudoxia ha kaset en harlu da Jeruzalem e lec'h ma varvas e 460[1],[2].
|
Tri bugel a anaver da Eudocia ha Theodosius II :