Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Aemilianus |
Anv ganedigezh | Marcus Aemilius Aemilianus |
Praenomen | Marcus |
Nomen | Aemilius |
Cognomen | Aemilianus |
Deiziad ganedigezh | 207 |
Lec'h ganedigezh | Djerba |
Deiziad ar marv | 253 |
Lec'h ar marv | Spoleto |
Doare mervel | muntr |
Pried | Cornelia Supera |
Gens | Aemilii |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Micher | politiker |
Karg | impalaer roman, senedour roman |
Relijion | ancient Roman religion |
Prantad | Impalaeriezh roman uhel, Greco-Roman Egypt, Roman Egypt Era, Principate |
Marcus Aemilius Aemilianus (war-dro. 207 - 253) a voe impalaer roman e-pad tri miz e 253. N'ouzer nemet nebeud a dra eus e vuhez. Eus Africa e teue, ha dimezet e oa gant Cornelia Supera. E 251 e voe anvet da c'houarner Pannonia ha Moesia Superior goude ma oa bet lakaet ar gouarnour kozh Trebonianus Gallus da impalaer.
E 253 e nac'has Aemilianus paeañ an truaj d'ar C'hoted, un dra hag a blijas kalz d'al lu roman, hag a lakaas ar c'hoted da fuloriñ, ma voe aloubet ar broviñs ganto. Aemilianus a voe trec'h warno avat hag anvet e voe da impalaer gant e soudarded.
Neuze e kerzhas war-du Roma da vrezeliñ ouzh Trebonianus Gallus, met emgann ebet ne voe. Gant e soudarded dezhañ e voe muntret an impalaer hag e vab. Ar Sened a zegemeras Aemilianus ha reiñ a reas an titl a augustus dezhañ hag a augusta d'e wreg. D'an ampoent-se, avat, e antreas rener proviñsoù ar Roen, Valerian, a oa feal da Drebonianus Gallus c'hoazh, en Italia. Kejañ a reas an daou lu, met pa welas soudarded Aemilianus ne c'hellfent ket trec'hiñ, e vuntrjont o fenngadour.
An Impalaerien roman | ||
Anarkiezh vilourel | ||
En e raok : Trebonianus Gallus gant Volusianus |
Aemilianus (253) |
War e lerc'h : Valerianus |
Heuliad Henroma |