Agnes Bro-C'hall, ganet war-dro 1260 pe 1265 ha marvet d'an 19 a viz Kerzu 1325 e Lantenay (Côte-d'Or), a oa ur briñsez gapetian c'hall.
Merc'h e oa d'ar roue gall Loeiz IX ha d'e bried Marc'harid Provañs, hag o merc'h diwezhañ e oa.
E 1279 e voe dimezet da Roperzh II, dug Bourgogn(1248-1306), ha bugale o doe.
En 1306 e varvas he fried, hag e teuas da vout rejantez an dugelezh evit he bugale. En 1316 e varvas ar roue gall Loeiz X, ha hi da zifenn gwirioù he merc'h-vihan Janed war gurunenn Bro-C'hall, dirak ar rejant [Fulup V Bro-C'hall|Philippe de Poitiers]], breur Loeiz.
Mervel a eure daou vloaz goude ha beziet e voe en abati Cîteaux.