Ahiya a zo ur profed a orin eus Shilo, meneget e Kentañ Levr ar Rouaned (1R11, 29-39) a ziougan da Yarovam e vo roue Israel[1].
Meneget eo pelloc'h (1R 14, 2-18) pa lavar da wreg Yarovam deuet da c'houlennata anezhañ, e varvo he mab hag e kaso Doue ar gwalleur war diegezh Yarovam : "...: lemel a rin eus Yarovam kement hini a staot ouzh ar voger, hualet pe dishual, en Israel, hag e skubin war lerc'h tiegezh Yarovam evel ma skuber al lastez, ken ne vo aet da get" abalamour d'e bec'hedoù[2].