Aison (henc'hresianeg : Αἴσων), latinekaet en Aeson, a oa mab da Gretheüs ha Tyro a oa roue Iolkos e Thessalia. Tad an haroz Iason hag e vreur Promac'hos e oa.
Ur breur en doa, Feres, ha daou hantervreur, Pelias ha Neleüs.
Pelias a oa sot gant ar galloud ha c'hoant en doa da ren e Thessalia. Evit kas e vennad da benn e harluas Neleüs ha Feres, hag e kraouias Aison e tourioù kastell Iolkos.
E-kerzh e chomadenn eno e timezas Aison da Alkimede, hag en doe meur a vugel diganti, hag unan anezho a oa anvet Iason.
Kas a reas e vab Iason davet C'heiron da vezañ desket gantañ, tra ma oa moan e revr gant Pelias, o soñjal e c'halle bout diskaret, spontet dre ma oa bet lavaret dezhañ gant un orakl e ranke diwall diouzh un den ha ne vije nemet ur sandalenn gantañ.
Meur a vloaz diwezhatoc'h, p'edo Pelias oc'h aozañ c'hoariadegoù en enor da Boseidon, e tegouezhas Iason en Iolkos, goude kollet gantañ ur sandalenn en ur stêr a-greiz ma oa o sikour unan bennak da dreuziñ.
Embannet e voe donedigezh un den hanter diarc'hen. Spontet evel ma oa Pelias e c'houlennas ouzh e niz petra a raje ma vije dirak an hini a vennje e ziskar. Kas anezhañ da gerc'hat ar maoutken aour din, eme Iason. Ne voe ket lezet ar gomz-se da gouezhañ war an douar gant Pelias, ha kas a reas e niz Iason da grec'hina da bellvro.
Tra ma oa Iason o veajiñ, hir e dro gantañ, e soñjas Pelias e oa aet al lestr, an Argo, d'ar strad. Kement-se ez eas da gontañ da Aison ha Promac'hos. En em lazhañ a rejont o lonkañ pistri, pe o muntrañ a reas e-unan, hervez an doareoù.
Hervez un doare all e oa bev c'hoazh Aison pa zistroas e vab Iason gant e wreg nevez Medeia da Iolkos. Dic'houzouget e voe Aison gant Medeia, ha lakaet e gorf en ur bailh. Alese e tennas Aison, bev-pesk ha yaouank-flamm. Ha hi kontañ da verc'hed Pelias e c'halle ober kemend-all evit o zad. Ha merc'hed ar roue da zic'houzougañ o zad. Ha Medeia da nac'h reiñ buhez dezhañ en-dro.