Ajman (en arabeg: عجمان, ʿAjmān) a zo un emirelezh hag ur gêr war un dro. Unan eus seizh emirelezh an Emirelezhioù Arab Unanet ez eo, hag an hini vihanañ anezho (460 km²), ha ne ra nemet 0,5% eus gorread hollek an Emirelezhioù Unanet. Rannet eo e teir lodenn distag.