Rann eus | Impalaeriezh trevadennel Frañs |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1604 |
Kevandir | Norzhamerika |
Stad | Canada, Kanada |
Kêr-benn | Port-Royal National Historic Site, Port-Royal |
Daveennoù douaroniel | 47°39′55″N 65°45′15″W |
Bet erlec'hiet gant | Province of Quebec |
Erlec'hiañ a ra | New France, Wabanaki Confederacy |
Deiziad divodañ | 1713 |
Banniel (deskrivadur) | Banniel Akadia |
Ekonomiezh an danvez | economy of Acadie |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Acadia |
Akadia (Acadie e galleg, Acadia e saozneg) eo an anv a roer da hollad an douaroù a voe trevadennet gant Bro-C'hall en arvor biz Norzhamerika, er pezh zo bremañ New Brunswick, Nova Scotia hag Enez ar Priñs Edouarzh e Kanada, ha Maine e Stadoù-Unanet Amerika.
Diazezet e voe trevadennoù gall en Akadia adalek 1604, e douaroù poblet gant Amerindianed Mi'kmaq ha Maliseet pe Wolastoqiyik, hag annezet e voent neuze gant tud a zeue ar braz anezho eus kornôg Bro-C'hall. E 1713, dre Feur-emglev Utrecht sinet etre Bro-C’hall ha Breizh-Veur, e voe lezet Akadia gant ar Saozon. Diwezhatoc'h en XVIIIvet kantved, pa oa brezel etre trevadennoù gall ha trevadennoù saoz Norzhamerika, e voe roet urzh gant Charles Lawrence, gouarnour Bro-Skos Nevez da argas ar c’hallegerien rak disfiz en doa diouto. Harluet e voent eus Akadia etre 1755 ha 1763 ha mont a rejont da Vro-C'hall evit lod, da Kebek evit lod all ha d'ar Stadoù Unanet (Bro-Saoz Nevez ha Louiziana) evit lod all c'hoazh. Un nebeud a voe kaset d'ar ar Gerveur ivez. Goude Feur-emglev Pariz e 1763 e c'hallas lod anezho distreiñ da Akadia hag en em staliañ a rejont en douaroù didud.
Diwezhatoc'h ez eas ar broioù a oa bet annezet ganto da stummañ trevadennoù saoz hag a zeuas d'o zro da vezañ goude-se proviñsoù eus Kanada.
Gallegerien (« Akadianed ») a gaver hiziv el lodennoù hanternoz ha reter eus New Brunswick, en tolead Moncton, e kumuniezhioù bihan en Enez ar Priñs Edouarzh hag e Skos Nevez, evel Chéticamp, traoñienn Annapolis, Halifax, Richmond) ha Sydney. Tud a orin akadian a gaver ivez e Maine hag e Kebek.
Mont a ra gallegerien Akadia hiziv d'ober unan eus minorelezhioù kreñv Kanada, dreist-holl e New Brunswick e-lec'h m'eo kenofisiel ar galleg hag ar saozneg.
Banniel broadel Akadia zo evel triliv Bro-C'hall gant ur steredenn aour e krec'h ar vandenn c'hlas. Ar 15 a viz Eost eo deiziad gouel broadel an Akadianed.