Albion (Ἀλβιών e gresianeg) zo un anv kozh roet da Enez Vreizh.
Bremañ e vez graet gantañ c'hoazh, el lennegezh, d'ober anv eus Breizh-Veur. An anv gouezelek evit Bro-Skos, Alba, zo kar d'ar ger Albion.
Albion a zo bet kemeret evit (bro) gwenn, dre geñveriañ gant al latin albus = gwenn., abalamour da tornaodoù gwenn aod Kent hag a vez gwelet eus an douar bras.
Soñjet ez eus ivez er wrizienn *albio, hag e vez kavet e kembraeg ar grennamzer : elfydd = bro.
War an hent se, Dottin LG 95 a gomz eus un doue galian Mars Albiorix = roue ar bed