Alegorienn ar bizhoni | Korf-bras ur paotr yaouank |
Alegorienn ar bizhoni (Allegorie des Geizes en alamaneg) zo un eoullivadur bihan (35×29 cm) war goad diwar zorn al livour alaman Albrecht Dürer(1471-1528) e 1507 ha poltred ur vaouez kozh. E Kunsthistorisches Museum Vienna en Aostria emañ war wel.
Diskouez a ra ur vaouez kozh roufennet, izel he bronn, o terc'hel ur sac'had pezhioù aour en he daouarn. En tu all e weler ul livadur all, gant ur poltred all, Brustbild eines jungen Mannes "Korf-bras ur paotr yaouank".
Istorourien an Arz zo o deus kavet heñvelderioù[1] gant un daolenn diwar zorn an Italian Giorgione, anvet Col tempo, "Gant an amzer".