Alexandre Deschapelles (Alexandre Louis Honoré Lebreton Deschapelles) a zo bet ganet d'ar 7 a viz Meurzh 1780 e Ville-d'Avray (Bro-C'hall) ha marvet d'ar 27 a viz Here 1847 e Pariz (Bro-C'hall).
Jeneral ha meurc'hoarier echedoù gall, breizhat ag orin.
Sellet e veze outañ evel kampion (diofisiel) adalek 1800 betek 1820. Dilezel a reas an echedoù pa teuas e ziskibl Louis de la Bourdonnais a-benn da drec'hiñ anezhañ.