Alfonso Aragon, pe Alfonso d'Aragona en italianeg, ganet e 1481 e Napoli ha marvet e Roma d'an 18 a viz Eost 1500, a oa priñs Salerno ha dug Bisceglie. Mab bastard da Alfonso II Naplez ha d'e serc'h Trogia Gazzela e oa.
E dad, roue Naplez, a oa kenderv da Fernando II Aragon, a zilezas ar gurunenn d'he reiñ d'e vab Fernando II Naplez.
Edo ar pab Alesant VI o klask addimeziñ e verc'h, Lucrezia Borgia, a oa intañvez yaouank ; Alfonso d'Aragona a oa ur gwaz a-zoare hag a roe tro d'ar pab da glask dimeziñ e vab Cesare Borgia da Charlotte d'Aragon-Naples, ha da lakaat un troad e rouantelezh Naplez.
E c'hoar, Sancha de Aragón y Gazela, a zimezas da Gioffre Borjia, dug Squillace.
D'an 21 a viz Gouhere 1498, da 17 vloaz, e timezas Alfonso da Lucrezia Borgia. Ur mab o doe, Rodrigo d'Aragona.
E 1500 e voe lazhet Alfonso Aragon gant Michelotto Corella war urzh e vreur-kaer Cesare Borgia, er Vatikan.
Addimeziñ a reas Lucrezia gant Alfonso Iañ d'Este ; van a reas-hi da vout gwerc'hez. Ret e voe dezhi dilezel o mab nemetañ, Rodrigo d'Aragona, a varvas e Bari pa oa 12 vloaz.