Aline Sitoe Diatta (1920-1944), pe Aliin Situwe Jaata e wolofeg, a oa un harozez senegalat hag a stourmas a-enep an drevadennerien c'hall.
Ganet e oa en 1920, e Nialou, ur c'harter eus Cabrousse, e Kassa (Casamance, e galleg). Mont a reas da Ziguinchor da labourat evel simiadez, ha neket evel matezh. E-pad koulz ar sec'hour ez eas da Dakar, hag eno, evel diouganerez, e voe roet kefridi dezhi gant Doue, a-hervez, da vont da zieubiñ he fobl.
Pa voe e Kassa e sachas ar bobl da enebiñ ouzh ar gouarnamant gall ha lakaat a reas al labourerien-douar da baouez da c'hounit boued da werzhañ d'an drevadennerien evit ober boued evite.
Dre ma kave d'an drevadennerien e oa dañjerus ar vaouez-se e voe barnet ha kaset kuit da Tombouktou, e Mali. Eno e varvas en 1944 da 24 bloaz.