Alison Krauss, ganet d'an 23 a viz Gouhere 1971 e Decatur, Illinois, (Stadoù-Unanet), zo kanerez ha violoñsourez bluegrass ha country.
Krog e oa Alison Krauss da seniñ violoñs adal he femp bloaz ha da studiañ ar sonerezh klasel gant ur c'helenner. Buan e voe troet gant ar sonerezh country ha bluegrass.
Adal hec'h eizh vloaz e krogas da gemer perzh e kenstrivadegoù kanerien yaouank. Dek vloaz e oa pa oa he strollad en-dro dezhi. E 1983, ha hi 12 vloaz, ez eas ganti an Illinois State Fiddle Championship.
Seniñ a reas war bladenn he breur Viktor, Different Strokes, en 1985, tro gentañ dezhi da sonenrolliñ. Daou vloaz goude, en 1987, e reas he fladenn gentañ, Too Late To Cry. Un tamm brud a deu dezhi en Europa war-lerc'h seniñ er film O'Brother gant ar vreudeur Coen.
Abaoe 1989 e son gant ar strollad Union Station, ennañ Dan Tyminski (gitar, kan), Ron Block (banjo, gitar, kan), Jerry Douglas (dobro) ha Barry Bales (gitar boud, kan).
Maouez ebet n'he deus bet kement a Grammy Awards (21 betek-henn).