Aliyah Bet

Ar vag hollvrudet Exodus e 1947

Aliyah Bet (hebraeg: עלייה ב), "Aliyah 'B'" – bet o vezañ eil lizherenn al lizherenneg hebraek) a oa bet an anv kod roet d'an divroañ amreizh gant ar Yuzevien e Palestina dindan dalc'h ar Rouantelezh-Unanet. Kement-mañ a oa bet sevenet en desped d'an harzoù savet gant ar White Paper of 1939, er bloavezhioù 1934 betek 1948.

Yisrael Meir Lau (8 vloaz) douget gant Elazar Schiff, an daou anezho o vezañ chomet bev e kamp Buchenwald pa errujont e Haifa, d'ar 15 a viz Gouhere 1945

Hiziv-an-deiz en Israel e vez anvet an oberenn-se gant ar ger hebraek Ha'apala (hebraek: ההעפלה); pignidigezh). An Aliyah Bet a vez lakaet da disheñvel diouzh an Aliyah Aleph ("Aliyah 'A'", kentañ lizherenn al lizherenneg hebraek): an divroañ, gant nebeutoc'h a dud, aotreet d'ar Yuzevien gant an aotrouniezh saoz e Palestina e-pad ar memes koulzad amzer.

E-pad an Aliyah Bet pe an Ha'apala, meur a aozadur yuzev a labouras asambles evit aesaat an enbroañ en ur dremen dreist an niver aotreet gant ar Saozon. Gant ma oa ar jahinerezh enep-yuzev o kreskiñ en Europa gant galloud an nazied o'n em ledañ, an ezhomm pouezus da zivroañ buan a oa kresket spontus. Ar re o devoa kemeret perzh er sikour d'an divroañ a nac'has implij ar ger "eneplezennel", hag implij a rejont ar ger "kuzh".

An Ha'apala a c'hoarvezas e daou brantad. Da gentañ, etre 1934 ha 1942, ur striv evit kendrec'hiñ yuzevien Europa da dec'hout kuit rak ar jahinerezh hag al lazahadegoù gant an nazied hag o harperien. An eil etre 1945 ha 1948, gant an anv Bricha roet d'ar bazenn-se, a oa bet ar striv evit kavout ul lec'h repu d'ar Yuzevien chomet bev goude an torfedoù nazi (Sh'erit ha-Pletah). Ar re-se a oa kemmesket gant an dud dilec'hiet a oa stanket e kampoù da c'hortoz an Alamagn dreist-holl. E-pad ar c'hentañ pazenn, un toullad aozadurioù a bep seurt (en o zouez sionourien adweladennerien) a oa mammenn d'al lusk. Goude an Eil Brezel-bed, ar Mossad LeAliyah Bet ("An ensavadur evit an Aliyah B"), ur skourr eus an Haganah, a gemere warni an holl gargoù.

(en) An Ha'apala goude an Eil Brezel-bed