Alpaida

Alpaida (pe Alpais, Elfide, C'halpaida, Chalpaidis e latin), marvet war-dro 705, a oa serc'h da Pepin Herstal (635 pe 640 - 714) ha mamm da Karl Martel (686 - 741) ha Childebrand.

Hervez buhez sant Lambert e oa c'hoar da Dodo, muntrer ar sant. Deuet e vije ar sant da damall e serc'h da Bepin e-kerzh ur banvez. Feuket e vije bet C'halpaida, ha goulennet he dije digant he breur reiñ an dizober eus an torr-penn.
En em dennañ a reas en abati Orp-le-Grand ( Brabant Wallon) hag eno e varvas war-dro 705.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]