An ambrozi[1] eo anv ar boued pe evaj an doueed e mojennoù Hellaz kozh.
Ar ger a zo αμβροσία /ambrosía e gregach, ha dont a ra eus ἀμϐρόσιος, a dalv « divarvel, doueel», eus a- ("nann") ha mbrotos ("mervel").
Gantañ e vez maget doueed an Olympos. Rak ar re-se ne vevont ket diwar boued na gwin evel an dud, met diwar nektar, e-lec'h gwin, ha diwar an ambrozi, e-lec'h boued kalet, goude ma ne vez ket kalet atav.
E skridoù Homeros e vez degaset gant koulmed adalek penn pellañ ar C'hornôg, ha gantañ e vez maget kezeg an doueed ivez.
Nac'h nektar pe ambrozi ouzh un doue n'eus ket gwashoc'h kastiz : evit ober kemend-all e rank bezañ torret ul le graet war doureier ar stêr Styks da vihanañ.
E Theogonia Hesiodos e kaver al linennoù-mañ, a c'hallfe bezañ un arroud ouzhpennet:
« An Neb, a-douez ar Re Zivarvel, mistri leinoù an Olympos erc'hek, a skuilh an dour-se evit terriñ e le, a chomo war e c'hourvez hep analat ur bloavezh-pad. Biken ken ne dostay ouzh e ziweuz nag ambrozi na nektar d'en em vagañ. Chom a ray hep analat war lein e gein ha divouezh war ur gwelead tapisoù: paket kriz e vo gant ar c'hrop. »
An doueed a olev ivez o muiañ karet, evit diwall o c'horf pe evit reiñ dezho divarvelezh :