Un amfiteatr a oa ur mell savadur kelc'hiek, diri ennañ, ul leur en e greiz.
Gant ar Romaned e oa ur savadur ma veze aozet emgannoù etre gwazed pe loened ferv. Chom a ra kalzik anezho.
Dont a ra diwar ar gerioù gregach ἀμφί (amphi), a dalv kement hag "en daou du" pe "en-dro da"[1] ha θέατρον (théātron), a dalv kement ha "lec'h evit gwelet"[2]. Stumm un hirgelc'h zo d'un amfiteatr, aliesoc'h eget hini ur c'helc'h. Gwelout ha klevout mat a ra an arvestourien ennañ.
Un amfiteatr zo evel daou deatr, pe c'hoariva, lakaet penn ouzh penn. E-kreiz ez eus ul leur hag en-dro dezhi diri o sevel.
En amfiteatr e c'hoarveze emgannoù gladiatourien dreist-holl. En deiz a-raok e veze aozet ur banvez, Cena libera, a oa evit mann, ha ma c'halle an dud dont da welout an emgannerien.
Emgannoù war listri (naumachiae) a c'halle bout aozet e darn eus an amfiteatroù. Dourbontoù zo bet savet evit kas dour da leuniañ al leur.
Amfiteatroù a vez graet ivez eus salioù bras war-zinaou gant diri, evit reiñ tu da galz a dud war un dro da glevout kentelioù, a-wechoù meur a gant den.