Amhrán na bhFiann (distagadur iwerzhonek: [ˈəuɾˠaːn̪ˠ n̪ˠə ˈvʲiːən̪ˠ]) eo kan broadel Iwerzhon.
Daoust ma vez kanet en iwerzhoneg peurliesañ, e oa bet savet ar c’han-se, da gentañ, e saozneg. Skrivet e oa bet ar pozioù saoznek e 1907 gant an titl A Soldier's Song (Kan ur Soudard). Anavezet eo ivez gant an titl Amhrán Náisiúnta na hÉireann ("Kan broadel Iwerzhon").
Skrivet e oa bet ar pozioù saoznek gant Peadar Kearney ha savet e oa bet ar sonerezh gant Patrick Heeney e 1907. Embannet e oa bet er gazetenn republikan Irish Freedom e 1912. Lakaet e oa bet en iwerzhoneg gant Liam Ó Rinn.
Buan e oa deuet da vezañ ur c’han-bale gant an Irish Volunteers (ur strollad brogarourien armet). Kanet e oa bet gant emsaverien Emsavadeg Pask e 1916, gant ar vroadelourien a oa bet bac’het e kamp-bac’h Frongoch, e Kembre, goude an Emsavadeg, ha gant emouestlidi an Irish Republican Army (IRA) e Brezel Dieubidigezh Iwerzhon (1919–1921).
En deroù ne oa kan broadel ebet gant Stad Dieub Iwerzhon, ha n’eo nemet e 1926 e oa bet lakaet Amhrán na bhFiann da gan broadel ofisiel. Adalek ar mare-se e veze klevet bep noz, e dibenn an abadennoù skignet gant Radio Éireann.
Unanourien Hanternoz Iwerzhon a sell ouzh Amhrán na bhFiann evel kan broadel Republik Iwerzhon hepken, ha n’eo ket unan evit an enez a-bezh. Er c’hrogadoù rugbi, pa vez ur skipailh eus Iwerzhon a-bezh o c’hoari a-enep skipailhoù eus broioù all, e reer gant ur ganaouenn savet a-ratozh, anvet Ireland's Call.
Ne ganer peurliesañ nemet an diskan. Setu amañ ar pozioù anezhañ :
Amhrán na bhFiann | A Soldier's Song | Kan ar soudard |
---|---|---|
|
|
|