Amlawdd Wledig | |
---|---|
![]() | |
Tad | Kynwal pe Lambor [n 1] |
Priedoù |
|
| |
Bugale (Listenn diglok) |
|
| |
Amlawdd Wledig (krenngembraeg, skrivet ivez Amlawd, Amlawt, Anlawdd, Anlawd, Amlodd, Amlwyd, Aflawdd hag Anblaud hervez mammennoù istorel solius ) a oa ur roue mojennel eus Breizh-Veur goude Roman.
Marteze e oa Amlawdd Wledig ur roue en ul lodenn bennak eus Kembre, marteze en harzoù gant Herefordshire. Ma tegemerer ez eo ar roue Gwrfoddw eus Ergyng mab da Amlawdd, e vefe reizh e vefe bet Amlawdd ivez ur roue en Ergyng pe e Herefordshire.
An titl kembraek [G]wledig, a oa Gwledic pe Guletic gwechall ha latinekaet e Guleticus, a dalveze kement hag : "aotrou", "roue", "priñs", "tiern" ; implijet e oa bet c'hoazh evit meur a roue pe briñs a oa bet e penn difennerezh Enez Vreizh goude ma oa aet ar Romaned kuit. Marteze e veze implijet evit ober anv eus komandanted bezenoù savet gant tud ar vro e proviñsoù roman Enez Vreizh[1].