Hervez reolennoù yezhadur pep yezh e vez implijet amzerioù da verkañ ar prantad ma c'hoarvez un ober bennak.
Alies e vez merket an amzerioù-se e stummoù ar verboù. Kement-se a c'hoarvez e brezhoneg hag er yezhoù indezeuropek hag e meur a yezh all, hag abalamour da se e reer amzerioù-verb anezhe. A-wechoù avat e vez merket gant merkoù all distag diouzh ar verb, evel e sinaeg ha meur a yezh all komzet en Azia, pa dalvez an adverboù da verkañ an amzerioù yezhadurel hepmuiken
Setu amañ da skouer daou zoare da dreiñ ar bomm brezhonek « Mont a rin warc'hoazh » e saozneg :
Yezhoù all evel ar rusianeg avat a ra kentoc'h gant arvezoù, pa c'hellont ober hep amzerioù nemet p'o devez ezhomm diouto pe pa vez ret dezho eztaoliñ.
Diaes e vez a-wechoù gouzout pet amzer yezhadurel a vez implijet gant ar yezh-mañ-'r-yezh, rak lod yezhoù a verk ivez en o verboù titouroù all hag a dennañ da wirionder ar frazennoù, h.a. Ne vez ket aezet atav ober an diforc'h ivez etre an amzerioù hag an arvezoù (Gw. pelloc'h).
E brezhoneg e vez graet an diforc'h etre stummoù arbennik ar verb bezañ/bout : ar boaz (vez), al lec'hiañ (emañ) hag ar stadoù all (zo/eo) ; ne c'heller ket displegañ pep unan eus ar stummoù-se e pep unan eus amzerioù ar verb avat. Hevelep stummoù arbennik n'eus ket anezho e verboù all ar yezh.
Ne glot ket dre ret an doare ma vez implijet an amzer-mañ-'n-amzer etre an eil yezh hag eben. Da skouer :
Meur a yezh, en o zouezh ar brezhoneg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù indez-europek all, a ra gant amzerioù kevrennek. Savet e vez an amzerioù-se dre implijout stummoù disheñvel ar verb pennañ gant ur verb-skoazell evel bezañ (d.s. aet on) pe en devout (d.s. debret em eus).
N'eo ket amzerioù kevrennek ar stummoù verb a implij an displegadur dre ober (d.s; debriñ a ran) hag a c'hell bezañ displeget en un doare kevrennek ivez (d.s. gant en devout : "debriñ am eus graet").
Implijet a c'hell bezañ meur a verb all evel verb sikour, da skouer :
Setu un nebeud skouerioù tennet diwar ar yezhoù indezeuropek gant ar verb mont.
Amzerioù | FAMILHOÙ ha YEZHOÙ | Evezhiadennoù | ||||
Keltiek brezhoneg mont |
Germanek Saozneg to go |
Romanek Italianeg andare |
Germanek Svedeg att gå |
Finnek_ougrek Finneg mennä | ||
Amzer vremañ eeun | ez an | I go | vado | jag går | menen | Implijet peurliesañ evit doare-disklêriañ an amzer a vremañ. |
Amzer vremañ (stumm war ober) |
emaon o von | I am going | sto andando | Jag går. | Olen menossa. | Emañ eo ar stumm verb skoazell nemetañ a c'hell dont dirak stumm ar verb pennañ e brezhoneg, d.s. emaon o vont pe o vont emaon ; reizh eo debriñ a ran met direizh eo *a ran debriñ. |
Amzer dremenet strizh kevrennek |
aet e oan | I went | Andai | jag gick | menin | Stank-tre eo seurt amzerioù kevrennek evit merkañ amzerioù tremenet e yezhoù ar bed, dreist-holl ar re indez-europek. Yezhoù evel ar brezhoneg a ra an diforc'h etre meur a zoare amzer dremenet : debriñ a ris (bez' e tebris) ; debriñ am eus graet (debret em eus) ; debriñ a raen (bez' e tebren) ; o tebriñ e oan (o tebriñ edon). |
Amzer dazont eeun | ez in | — | andrò | Jag ska gå | Menen | E lod yezhoù evel ar c'hembraeg e c'hell klotaat stummoù an amzer dazont strizh gant stummoù an amzer vremañ strizh. Ar saozneg a ra an diforc'h etre oberoù bet prederiet en a-raok hag ar re graet en dazont hep raktres kent ebet : I am going to do it ("Emaon o vont d'en ober" ; divizet em boa dija e rafen an dra-mañ en dazont) ; I will do it ("En ober a rin" ; ober a rin en dazont, met n'em boa ket soñjet en ober a-raok lavaret ar frazenn-mañ). |
Amzer dremenet (stumm war ober) |
edon o vont | I was going | andavo | olin menossa | — | Ne vez ket implijet ar stumm arbennik edo e pep lec'h ; ar stumm oa a vez implijet el lec'hioù all. |
Amzer dremenet strizh | ez is (bet on) | — | sono andato | jag har gått | olen mennyt | Echu eo an ober gant ar stumm verb-mañ, ha n'emañ ket o kenderc'hel en amzer vremañ. |
Amzer beurdremenet | aet e oan | I had gone | ero andato | eag hade gått | olin mennyt | O verkañ un ober a c'hoarvezas a-raok un ober all en amzer dremenet. |
Amzer dazont peurdremenet |
aet e vin bet | I will have gone | sarò andato | jag kommer att ha gått | — | Ral a-walc'h eo seurt amzerioù e brezhoneg. Stank-tre e vezont implijet e yezhoù all evel ar saozneg avat. |
Ne vez ket aezet atav ober an difor'ch etre amzerioù, doareoù, tu hag arvez ur verb. Da skouer, ar stummoù war ober (emaon o vont ; edon o vont) a denn da arvez ar verb ha n'eo ket d'e amzer, hag e c'hellont bezañ displeget e meur a amzer (amzer vremañ : emaon o vont ; amzer dremenet : edon o vont). E saozneg avat ez eo dibosubl disrannañ arvez ar verb diouzh e amzer. Yezhoù evel ar sinaeg a ra hep amzer (tremenet - bremañ - dazont) ebet, pa 'z implijont kentoc'h arvezioù (echu - diechu).
Bez' e c'heller renkañ an amzerioù evel-mañ dre vras :
Ouzhpenn merkañ an diforc'h etre amzer dremenet / amzer vremañ / amzer da zont, meur a yezh a verk ivez (pe a c'hell merkañ) pegen tost pe bell emañ an oberoù-se diouzh an amzer vremañ pe duiouzh un amzer all :
Lod yezhoù a ziforc'h etre amzer dremenet / amzer vremañ / amzer da zont diouzh un tu, hag amzerioù arbennik all hag a verk amzer nann-dremenet / amzer nann-vremañ / amzer nann-da zont.
Setu amañ un nebeud amzerioù.