An Cabhán

Kêr An Cabhán.

An Cabhán zo ur gêr eus Iwerzhon (Cavan e saozneg), e kontelezh An Cabhán. Kêr-benn ar gontelezh-se eo. Emañ e kroashent hentoù bras a gas da Zulenn, Inis Ceithleann, Béal Átha Seanaidh, Baile Átha Luain, war-hed 16 km diouzh an harzoù etre Hanternoz Iwerzhon hag ar Republik ha 120 km er gwalarn diouzh Dulenn. E 2006 e oa annezet gant 17 750 den.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.