An anagramm (henc'hresianeg ανά aná, « war-gil », ha γράμμα grámma, « lizherenn ») pe tregejad[1] zo ur c'hoari gerioù. Eskemm a reer lec'h al lizherennoù en ur ger pe e meur a hini evit sevel gerioù all hag o deus ur ster. Ur c'hoari dinoaz eo, a c'hall dont da gaout un dalvoudegezh ezoterek. Studiet eo bet gant ar yezhoniourien evel Ferdinand de Saussure ha gant ar vredelfennerien hag ar varzhed a-vremañ.
An anagramm a oa ur c'hoari da vare an Henamzer dija. Anavezet e oa en Europa a-bezh er Grennamzer[2]. Krediñ a reer peurliesañ e vije bet ijinet arz an anagramm gant ar barzh henc'hresianek Likofron.