Ange zo un anv-badez gallek deuet eus an anv latin angelus, diwar an anv gresianek ángelos, hag a dalv kement hag ael. Roet e vez d'ar baotred kenkoulz ha d'ar merc'hed. Roet e voe adalek ar IVe kantved goude JK. Er XVIIvet kantved e voe barnet evel anv-mallozhiñ gant an Iliz anglikan ha berzhet e voe gant ar buritaned stadunanat.