Anna Danmark (1574–1619) a oa Rouanez Bro-Skos, Bro-Saoz, hag Iwerzhon, evel pried James VI, Roue Bro-Skos ha Roue Bro-Saoz (evel James Iañ) .
Eil merc'h Frederick II, Roue Danmark, e oa. Dimezet e oa da 14 vloaz, e 1589. Tri bugel he doe, en o zouez ur mab a voe roue evel Charlez Iañ.
Goude ur pennad ez eas fall an darempredoù etre an daou bried.