Anna von Sachsen (Dresden 1544–1577) a oa eil pried ar priñs izelvroat Gwilherm an Tavedeg.
Merc'h e oa d'ar Priñs-dilenner Moritz von Sachsen (1521-1553) ha d'e bried Agnes von Hessen.
Ganet e oa e Dresden, hag eno ivez e varvas.
Goude marv he breur Albert (28 Du 1545 – 12 Ebrel 1546) e voe savet evel ar bugel nemetañ, moumounet gant he zud, gant he mamm dreist-holl. Kamm e oa marteze.
Goude marv he zad d'an 11 a viz Gouhere 1553 e voe anvet he breur yaouankoc'h, August von Sachsen (1526-1586), da Zilenner Sachsen.
Ur pennad goude ec'h addimezas he mamm d'an dug Johann Friedrich II von Sachsen (1529-1595) met mervel a reas d'ar 4 a viz Du 1555, c'hwec'h miz goude hec'h eil eured, met n'ouzer ket perak.
Distreiñ a reas an emzivadez 11 vloaz da lez he zad, ma voe lakaet dindan tutorelezh hec'h eontr August hag e bried, Anna Danmark ha Norge. Gouzañv a rae dindan lasoù he moereb.
E 1561 e timezas Anna von Sachsen d'ar priñs izelvroat Gwilherm an Tavedeg.
Pemp bugel o doe :
E Gwengolo 1572 e savas klemm dirak lez an impalaeriezh evit difenn he gwirioù arc'hantel.
Dija d'ar poent e oa mennet he c'herent, eus Hessen pe Sachsen, da dreiñ kastell Bilstein en un toull-bac'h, evit an avoultrerez ma oa. D'ar 1añ a viz Here 1572 e voe kaset di, gant he merc'h yaouankañ, a voe tennet diganti tri bloaz goude dre ma oa krog da goll he skiant. Savet e voe ar verc'h he lezvreudeur ha lezc'hoarezed neuze.
Kaoz a voe neuze eus addimeziñ he fried Gwilherm goude ma ne oa ket torret o eured c'hoazh, da Charlotte de Bourbon-Montpensier, merc'h da Louis III de Bourbon, dug Montpensier, ha d'e bried kentañ, Jacqueline de Longwy.
Torret e voe o eured en 1574, ha distreiñ a reas Anna d'he bro.
E Mae 1577 e krogas Anna da goll gwad dizehan. Mervel a eure d'an 18 a viz Kerzu 1577, a-raok he 33 bloaz. Beziet e voe en iliz-veur Meissen en ur bez dizanv.