Antipater an « Idumean », marvet e 43 kent JK, a oa gouarnour, ha goude prokulor Judea er Iañ kantved kent JK. Tad e oa d'ar roue Herodez Veur (roue Judea en 37 kent JK) ha gantañ e voe krouet Tierniezh an Herodizien.
Mab e oa da Antipas, hervez Flavius Josephus, hag Antipas ivez e oa bet e anv ivez en deroù. E dad a oa gouarnour Edom, pe Idumea, er gevred da Judea, dindan ar roue Alesant Jannée.
Pennkuzulier ar roue Hyrcan II e oa etre -63 à -49, ha gouarn a rae e-lec'h ar roue, en ur brientiñ e vibien da uhelaat.
Dimeziñ a reas da Cypros, priñsez nabatean pinvidik, he ziegezh e darempred gant holl rouaned vihan Arabia.
Pevar mab o doa: Phazael, Herodez, Joseph, Pheroas, hag ur verc'h, Salome.
Phazael a voe anvet da c'houarnour Jeruzalem, Herodez a voe roet Galilea dehañ.
Mervel a reas gant ar c'hontamm en 43 kent JK.