Anton von Padua Alfred Emil Hubert Georg Graf von Arco auf Valley (St. Martin im Innkreis, Aostria, 5 C'hwevrer 1897 – Salzburg, 29 Mezheven 1945), lesanvet Anton Arco-Valley a oa ur stourmer eus an tu-dehou pellañ alaman hag ur roueelour bavarian. Gantañ e voe lazhet, d'an 21 a viz C'hwevrer 1919, Kurt Eisner, kentañ ministr sokialour Bavaria, en devoa diskaret Rouantelezh Bavaria[1].
Arco-Valley en devoa lazhet Eisner evit diskouez e oa ur broadelour mat rak skarzhet e oa bet eus ar strollad broadelour, Thule-Gesellschaft, dre m'en doa orinoù yuzev.