Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Italia |
Anv-bihan | Antonia |
Anv-familh | Pozzi |
Deiziad ganedigezh | 13 C'hwe 1912 |
Lec'h ganedigezh | Milano |
Deiziad ar marv | 3 Kzu 1938 |
Lec'h ar marv | Milano |
Doare mervel | Emlazh |
Abeg ar marv | drug overdose |
Lec'h douaridigezh | Pasturo |
Kompagnun(ez) | Antonio Maria Cervi |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg, galleg |
Yezh implijet dre skrid | italianeg |
Micher | barzh, skrivagner |
Tachenn labour | barzhoniezh |
Bet war ar studi e | Manzoni, University of Milan |
Diplom skol-veur | doktorelezh |
Bet studier da | Antonio Maria Cervi, Giuseppe Antonio Borgese, Antonio Banfi |
Lec'h labour | Pasturo |
Lec'hienn ofisiel | http://www.antoniapozzi.it/ |
Antonia Pozzi (13 a viz C'hwevrer 1912 - 3 a viz Kerzu 1938), a oa ur varzhez italian, ganet ha marvet e kêr Milano, e Lombardia.
Merc'h e oa da Roberto, alvokad milanat, ha d'ar gontez Lina Cavagna Sangiuliani, nizez da Tommaso Grossi. Adalek he c'hrennoad e skrivas Antonia barzhoniezh. Studiañ a rae el liceo classico Manzoni e Milano, hag un darempred tener he devoa gant he c'helenner latin ha gregach, Antonio Maria Cervi, hogen torret e voe gant Cervi e-unan e 1933 abalamour d'ar skoilhoù bras lakaet gant an tiegezh Pozzi. Se zo kaoz marteze e skrivas er bloaz-se, diwar he fenn : «e tu sei entrata / nella strada del morire» (ha setu te aet e-barzh straed ar mervel).
E 1930 e lakaas hec'h anv e skol-veur Milano da studiañ ar yezhouriezh, ha daremprediñ a rae tud evel Vittorio Sereni, Enzo Paci, Luciano Anceschi, Remo Cantoni. Eno e heulie kentelioù an alamanegour Vincenzo Errante hag al lenneg Antonio Banfi, ar modernañ skolveuriad italian en e amzer, ha gantañ e tremen un dezenn diwar-benn Gustave Flaubert e 1935.
D'an 2 a viz Kerzu 1938 e voe kavet en ur c'hleuz, etre marv ha bev. Poezon he doa lonket. Mervel a reas en deiz war-lerc'h ha beziet e bered Pasturo.