An anvadurezh zo ur skiant hag a bled gant studiañ gerdarzh an anvioù-tud. Koulskoude eo ledanoc'h e dachenn pa ya al lec'hanvadurezh gantañ ivez.
E-keñver lod sevenadurioù ez eo an anvadurezh ur skiant eus ar re gempleshañ. War dachenn an egiptouriezh ez eo an anvadurezh ur skiant ret pa servij da gompren el liamm a zo etre an traoù pe ar savadurioù hag ar pennoù [[henegipt]at]] rak meur a ditl a oa d'un den : ar faraoned, da skouer, a veze roet pemp titl da goulz o c'hurunidigezh.